Mont d’an endalc’had

Adonis

Eus Wikipedia
Adonis
Greek deity
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denΆδωνις Kemmañ
Doare mervelunnatural death Kemmañ
Killed byHoc'h-gouez Kemmañ
TadCinyras, Theias, Phoenix Kemmañ
MammMyrrha, Alphesiboea Kemmañ
Breur pe c'hoarMyrrha, Braesia, Laogore, Orsedice Kemmañ
Kompagnun(ez)Afrodite, Persefone Kemmañ
BugelBeroe, Golgos Kemmañ
Tachenn labourchaseal Kemmañ
Azeulet gantRelijion er gevredigezh hellazek Kemmañ
Tachenn ar sant pe doueKened, desire Kemmañ
Labour da-heulAdonis Kemmañ
Present in workMetamorfozoù, L'Adone Kemmañ
Deskrivet dreAdonis, Dying Adonis Kemmañ
Gwener hag Adonis, gant Peter Paul Rubens.

Adonis (Άδωνης pe Άδωνις e henc'hresianeg) a oa unan eus doueed Hellaz kozh, patrom ar par en engehentañ.

A orin fenikian e oa. Kemmoù a c'hoarvezas dezhañ avat en Egipt hag e Kiprenez kent dezhañ degouezhout en Hellaz.

Mab e oa da g-Kinyras, roue Kiprenez, ha da v-Myrra a voe troet e gwezenn.

Marv Adonis, gant Luca Giordano.

Karet e oa gant Afrodite, doueez ar garantez, a fizias anezhañ e Persefone, doueez ar re varv, a garas anezhañ ivez, hag a fellas dezhi e virout eviti hec'h-unan. Ma'z eas Afrodite da glemm ouzh Zeus.

Setu pezh a zivizas mestr an doueed: e-pad pevar miz e vije gant an eil, e-pad pevar miz all gant eben, hag e-pad pevar miz all ez aje gant an hini a garje.

Mat e vije bet an traoù panevet da Ares (pe Apollon, pe Artemis, hervez ar mojennoù), a oa displijet o welout Afrodite ken sot gant Adonis.

Unan eus ar re warizius eta a gasas ur pemoc'h-gouez da lazhañ Adonis kaezh, a dapas un taol dant en e c'haol. Hag Afrodite er glac'har, ha da skuilhañ daeloù ken e rae.

Arouez ar vuhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arouez an natur hag ar vuhez e oa, arouez ar glazur o tiskenn e rouantelezh ar re varv er goañv hag o tistreiñ war an douar en hañv, arouez ar marv hag an dasorc'h, nevez bep bloaz.