Springfield Armory Echelon
Neuz
	
	
| Springfield Armory Echelon | |
|---|---|
| Kinnig | |
| Bro orin |  Kroatia | 
| Doare | Pistolenn damaotomatek un-ober | 
| Mont en-dro | Tennata dre argil berr | 
| Munisionoù | 9 × 19 mm Parabellum | 
| Produer | HS Produkt | 
| Mare produiñ | Abaoe 2023 | 
| Dasparzher | Springfield Armory Inc. | 
| Pouez ha muzulioù | |
| Mas (hep kartouchenn) | 0,680 kg | 
| Hirder | 203 mm | 
| Hirder ar c'hanol | 114 mm | 
| Perzhioù teknikel | |
| Endalc'h | Karger fiñv 10, 17 pe 20 kartouchenn | 
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B | 
An Echelon zo ur rummad pistolennoù damaotomatek dezhe skoerioù bannet ha kambret e 9 mm Parabellum. Produet e vezont e Kroatia gant HS Produkt abaoe 2023, ha dasparzhet int gant an embregerezh stadunanat Springfield Armory Inc.[1].
En o stumm orin e oa gwerzhet an Echelon gant ur c'hanol 4 pe 5,28 meutad[1]. Soñjet int bet evit bezañ armoù azasadus, en ur ouzhpennañ binvioù optek pe taktik aes dezhe. E polimer int savet, ha skañv a-walc'h int[2]. Dilennet e oa bet an Echelon "arm-dorn ar bloaz 2023" gant ar gelaouenn stadunanat Guns & Ammo[3], ha priziet-mat eo bet gant ar mediaoù arbennikaet dre vras[2][4]. Dibabet eo bet evel arm servij gant meur a ajañs surentez er Stadoù-Unanet dija[4].
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Pajenn an Echelon war lec'hienn Springfield Armory Inc.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) Springfield Armory® Announces Launch of the Echelon™ 9mm Pistol, war lec'hienn an embregerezh (lennet d'ar 26/08/2025)
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) Gun Of The Week: Springfield Armory Echelon, American Rifleman, 14/07/2023 (lennet d'ar 26/08/2025)
- ↑ (en) 2023 Guns & Ammo of the Year Awards, Guns & Ammo, 30/10/2023 (lennet d'ar 26/08/2025)
- ↑ 4,0 ha4,1 (en) BUTTS Andrew L., Springfield Armory’s Echelon 9mm: A comprehensive review, Police1, 23/06/2024 (lennet d'ar 26/08/2025)
 
	