Pred
Ar pred eo ar prantad amzer ma vez debret boued gant an dud, da eurioù resis pe resisoc'h e-pad an devezh. El lodenn vrasañ eus ar sevenadurioù er bed e vez tri fred bemdez : lein d'ar mintin, merenn war greiz an deiz, ha koan da fin an abardaez.
Ur c'hortozenn zo un pred skañv debret etre daou bred pennañ. Merenn-vihan hag adkoan a zo gortozennoù.
Ar predoù a vez liesseurt-tre o stumm, o fadelezh hag o lec'h dre ar bed. Alies a vezont kemeret er gêr, met ivez en diavaez (en natur, en ur park, er straed...) pe en ul lec'h arbennnikaet en aozañ predoù evit an dud, da lavaret eo ur preti.
Evit prientiñ ur pred eo ret keginañ.
En em vagañ a reer a-drugarez d'ar predoù, met ur roll sokial hag antropologek a zo ganto ivez : un doare lidekaet eo da grouiñ liammoù sokial.
Sterioù ar ger
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ster kentañ ar ger "pred" eo mare, pennadig amzer. Lavaret e vez "ur predig-amzer". An eil ster a ra dave d'ar mare-amzer ma vez debret end-eeun. Lavaret e vez pred-boued ivez evit ober an diforc'h gant ar ster kentañ.
Ar predoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lein
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet ar pennad lein. Lavaret e vez dijuniñ ivez.
Brunch
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar brunch a zo ur pred a vez kemeret e plas lein ha merenn war un dro. Debret e vez e fin ar mintinvezh, alies d'ar sul, pa ne labourer ket. Un boaz angl-ha-saoz eo, paket gant pobloù all bremañ.
Merenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet ar pennad merenn. Skañvoc'h e vez er broioù angl-ha-saoz eget er broioù europat.
Merenn-vihan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet ar pennad merenn-vihan.
Te
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An te zo un evaj, met er broioù angl-ha-saoz e ra "tea" dave d'ur pred ivez, un tammig pred kemeret tro 5 eur goude merenn, gant boued sall kentoc'h eget sukret, ha te da evañ evel-just, un evaj tomm all pe un evaj yen.
Koan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwelet ar pennad koan. Pred pennañ ha fonnusañ an devezh e vez e kalz broioù.
Adkoan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adkoan a zo ur pred debret goude koan, diwezhat en nozvezh neuze. Ur pred skañv eo, ur c'hortozenn.
Ar predoù ispisial
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da-geñver dardoudoù relijiel e vez debret ur pred ispisial : pred eured pe fest-eured, merenn evit ur vadeziant pe pask kentañ, fiskoan da Nedeleg, merenn da Bask (kristen pe yuzev), obidoù, terridigezh ar yun e-pad ar ramadan muzulmanat, pred ar bloaz nevez yuzev...
Meuzioù resis a vez debret evit pep hini eus an darvoud-se an aliesañ.
D'an 31 a viz Kerzu e vez debret ur goan ispisial ivez, evit lidañ ar bloaz nevez da zont.
Ur pik-nik a zo ur pred kemeret en diavaez (war al leton, ouzh un daol-goad...). Komz a reer eus "predañ e ti Mari-C'hlazioù" ivez.
Predoù kempouez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kuzuliet e vez gant ar vezeien kaout ur vagadurezh kempouez, da lavaret eo gant tri fred bemdez, gant boued liesseurt, ha gant predoù na difonn na re fonnus.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]