Olt
Neuz
Olt
| |
|---|---|
An Olt e Cozia | |
| Statud | stêr |
| Hirder | 615 km |
| Uhelder an eienenn | 1280 m |
| Kas keitat | 174 m³/s |
| Gorread an diazad | 24050 km² |
| Bro(ioù) douret | Roumania |
| Diazad stêrioù |
Danav |
| En em daol e | Danav e-kichen Turnu Măgurele |
| Ledander er genoù | ? |
| Andon | er C'harpatou, e-kichen Bălan (Harghita) |
| Adstêrioù | ? |
An Olt (Olt e roumaneg hag en hungareg ; Alt en alamaneg) zo ur stêr vras eus Roumania, adstêr d'an Danav.
Eieniñ a ra e Karpatoù ar Reter, redek a-dreuz Karpatoù ar C'hreisteiz hag en em deurel en Danav goude, e-kichen Turnu Măgurele. War-dro 615 km eo e hed. Sfântu Gheorghe, Râmnicu Vâlcea ha Slatina eo ar c'hêrioù brasañ treuzet ganti. A-hed ar stêr e kaver meur a stankell da broduiñ tredan. E-touez an adstêrioù e c'haller menegiñ ar re-mañ : Râul Negru, Cibin, Lotru, Topolog, Olteț.
Proviñs istorel Oltenia a zeu hec'h anv eus hini ar stêr.
Hervez tud Transilvania ez eus div c'hoar eus ar stêrioù Mureș hag Olt, rak eieniñ a reont er memes korn-bro.