Mont d’an endalc’had

Nicușor Dan

Eus Wikipedia
Nicușor Dan
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRoumania Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denNicușor Dan Kemmañ
Anv-bihanNicușor, Daniel Kemmañ
Anv-familhDan Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Kzu 1969 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFăgăraș Kemmañ
Kompagnun(ez)Q135857560 Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetroumaneg, galleg, saozneg Kemmañ
Michermatematikour, stourmer, politiker, kelenner skol-veur Kemmañ
Tachenn labourpolitiker Kemmañ
Kargpresident of Romania Kemmañ
Bet war ar studi eUniversitatea din Bucuresti, University of Paris-Sud, École normale supérieure, Radu Negru National College, Paris North University Kemmañ
Professorshipkelenner titlet Kemmañ
Rener tezennChristophe Soulé, Daniel Barsky Kemmañ
Lec'h annezCotroceni Palace Kemmañ
Strollad politikelpolitikour dieub Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennetdilennadeg prezidant Roumania e 2025 Kemmañ
Perzhiad eInternational Mathematical Olympiad Kemmañ
Ideologiezh politikelUkrainophilism Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://nicusordan.ro/ Kemmañ

Nicușor Dan, ganet d'an 20 a viz Kerzu 1969, zo ur politikour, matematikour, ha stourmer keodedel roumanat ha prezidant Roumania abaoe an 18 a viz Mae 2025[1][2]. A-raok e oa bet maer Bukarest abaoe 2020.

Ganet e Făgăraș, e rannvro Brașov, Dan a zo bet brudet en estrenvro evel matematikouor pa oa bet enoret div wech gant medalennoù aour e 1987 ha 1988 e Olimpiadoù etrebroadel ar matematikoù. Kroget en doa da studiañ matematik e Skol-veur Bukarest ha goude-se e oa dilojet da Vro-C'hall, hag eno en doa tapet ur vestroniezh en École normale supérieure hag un Doktorelezh war ar brederouriezh e Skol-veur Pariz 13. Goude e zistro da Roumania, Dan en doa krouet ar Școala Normală Superioară București, un ensavadur graet evit sikour hag harpañ ar studierien wellañ eus ar vro war an enklaskoù skiantel. Goude-se e oa deuet da vezañ stourmer keodedel.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dan en doa savet, e 2015, Uniunea Salvaţi Bucureștiul (Unvaniezh evit saveteiñ Bukarest), evit stourm ouzh ar goubrenerezh ha gwareziñ an hêrezh. Bloaz war-lerc'h en doa kengrouet an Uniunea Salvați România (USR) (Unvaniezh evit Saveteiñ Roumania), met aet e oa kuit diouti e 2017 dre ma kave e oa re araokour, da glask un hent kreisoc'h. Dan a oa bet o servij e Kambr ar Gannaded e 2016, a-raok bezañ dilennet e Bukarest evel kentañ maer dieub e 2020[3]. Trec'h e oa bet hag adilennet e 2024. Evel maer en doa bet tro da lakaat ar pouez war ar frammoù foran hag an treuzwelusted a-fed merañ an arc'hant. Tamallet e oa bet dezhañ e oa re hir al labourioù sevel.

Dan a oa bet o keveziñ evel emstriver dieub evit dilennadeg prezidant Roumania e 2025 ha bet en doa 21% eus ar mouezhioù en dro gentañ, hag erruet e oa en eil plas[4][5]. En eil tro e oa enebet ouzh George Simion, rener Alianța pentru Unirea Românilor (AUR, Kevredad evit unvaniezh Roumaniz). Trec'h e oa bet warnañ gant 53,6% eus ar mouezhioù[6][7][8]. Dan a oa a-du gant selloù kornôgel, a-enep un emstriver broadelour hag euroamgredik.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]