Koronal
Neuz
Koronal
| Iskevrennad eus | field officer |
|---|---|
| Anv berr | płk, cnel., plk. |
| NATO code for grade | OF-5 |
| Next higher rank | brigadier, major jeneral, jeneral brigadenn, senior colonel |
| Renk dres dindan | lieutenant colonel, podpolkovnik |
| Stumm benel an dikedenn | colonelle, polkovnica, coronela |
| Stumm gourel an dikedenn | coronel, colonel |
Ur c'horonal zo un ofiser a renk uhel en arme e penn ur rejimant soudarded. A-us dezhañ emañ ar jeneral. En armeoù bihan, evel re Island pe ar Vatikan, ar renk a goronal eo an hini uhelañ. Implijet e vez ar renk a goronal e lod nerzhioù polis pe strolladoù lezluel.
En istor, er 17vet, 18vet ha 19vet kantved, ur c'horonal a oa e-karg eus ur rejimant lu. Hiziv-an-deiz ez eo kalz ledanoc'h an niver a soudarded dindan karg ur c'horonal. Ar renk a goronal a adkaver peurvuiañ dres a-us an hini a letanant koronal. Ar renk a-us d'an hini koronal zo brigader, Jeneral brigadenn.
Kabiten eo ar renk kevatal er morlu.
Skouerioù brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Armand ar Roueri, lesanvet Koronal Armand, haroz an dizalc'hiezh amerikan ha breizhat.
-
Koronal dilennet Alfred Jefferson Vaughan, Jr. eus Lu Stadoù Kengevreet Amerika.
-
Koronal Chesty Puller d'an USMC.
-
François de La Rocque lesanvet Koronal de La Rocque, politikour gall.
-
Koronal an ALN Larbi Ben M'hidi.