Gruffudd ap Rhys
Neuz
Gruffudd ap Rhys
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Kembre |
| Anv e yezh-vamm an den | Gruffydd ap Rhys |
| Anv-bihan | Gruffydd |
| Deiziad ganedigezh | 1090 |
| Deiziad ar marv | 1137 |
| Tad | Rhys ap Tewdwr |
| Mamm | Gladys of Powys |
| Breur pe c'hoar | Nest ferch Rhys |
| Pried | Gwenllian ferch Gruffudd ap Cynan |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Micher | penndiern |
Gruffudd ap Rhys (marvet e 1137), mab da Rhys ap Tewdwr, a oa roue war un darn eus Deheubarth e mervent Kembre.
Pa oa bet lazhet tad Gruffudd, Rhys ap Tewdwr e 1093, e voe kemeret un darn eus e rouantelezh gant an Normaned, ha tremen a reas un darn eus e yaouankiz en harlu en Iwerzhon. War-dro 1113 e tistroas da Gembre, hag e-pad meur a vloaz e voe o kantren da duta da vont d'an emgann ouzh an Normaned ha da arsailhañ o c'hestell e 1116.
Mibien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou vab en doe eus e eured kentañ:
- Anarawd ap Gruffudd (marvet e 1143) a voe roue war e lerc'h,
- Cadell ap Gruffudd, a voe roue war-lerc'h e vreur.
Gant Gwenllian en doe pevar mab all:
- Maredudd ap Gruffudd,
- Rhys ap Gruffudd, anavezet evel Yr Arglwydd Rhys
- Morgan ha Maelgwn.
Div verc'h en doe ivez, Gwladus ha Nest.
| En e raok: Rhys ap Tewdwr |
Roue Deheubarth 1116 - 1137 |
War e lerc'h: Anarawd ap Gruffudd |