Mont d’an endalc’had

Dun

Eus Wikipedia

Dun, Din (e Breizh ha Bro-Gembre dreist-holl) ha Don zo ur ger keltiek kozh hag a gaver stank e lec'hanvadurezh Europa. Talvezout a ra kement ha kreñvlec'h, hag ivez torgenn. Meur a brantad amzer a zo da gemer e kont :

  • Oadvezh an Houarn, ma eo savet an dun-où gant ar Gelted kozh. Seblant a reont bezañ erruet er VIIvet kantved kent JK en Enez Vreizh da skouer,
  • an Henamzer, ma teu ar stumm latin Dunum, eus ar stumm galianek Dūnon (gant un "u" hir). Setu perak e kaver an elfenn Dunum en anvioù latin al lec'hioù ma oa staliet ar Gelted kozh d'ar mare-se, da lavaret eo en ul lodenn vras eus Europa : Alamagn, Bro-C'hall, Spagn, an Izelvroioù, Norzhitalia, Katalonia, Polonia, war ribl an Danav (Serbia, Bulgaria, Roumania), hag all.
  • evit a sell ouzh ar broioù keltiek a-vremañ, da lavaret eo ar re en deus miret ur yezh keltiek e-hed ar c'hantvedoù da heul, ar stumm Dún a gaver er broioù gouezelek hag ar stumm Din er broioù predenek.
  • Dunonia, anv-kozh Vidin, ur gêr hag ur broviñs e Gwalarn ar vro, war ribl an Danav, e-kichen Roumania ha Serbia.

An holl lec'hioù-mañ zo e Norzh Italia :

An Dún Mór (Dunmore Head) zo ur beg-douar e kontelezh Ciarraí.

  • Leiden (Lugdunum Batavorum, Lugdunum ar Vataved)
  • Lugidunum, anv kozh Legnica, da lavaret eo kreñvlec'h al Lugii, ur bobl keltiek
  • ul lec'hienn henoniel eus ur c'hamp roman anvet "Noviodunum", e-kichen genoù an Danav, e-kichen Isaccea
  • Singidūn (Singidunum e latin), ur gêr savet gant ar Gelted kozh, bremañ e Beograd. Ur c'hreñvlec'h bras e oa war al limes roman, war ribl an Danav.
  • Drnovo, lec'h ma oa kêr Neviodunum e mare pobl keltiek al Latobici

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (2003) The Hidden Places of Wales. Travel Publishing Ltd. 14 p. ISBN 9781904434078. 
  2. Kerneveureg din "Kreñvlec'h" + tagell "strizh" ; cf. (en) Mills, David. A Dictionary of British Place-Names. Oxford : Oxford University Press, 2001 (ISBN 978-0-19-960908-6)