Arm
| Iskevrennad eus | ostilh, physical object |
|---|---|
| Hashtag | weapon |
| Dezverket dre | rummad implij un arm, doare arm, familh arm |
| 2022 Harmonized System Code | 93 |


An armoù zo binvioù graet evit tagañ pe en em zifenn, dre lazhañ pe gloazañ tud pe loened. Implijet e vezont a-enep tud en emgannoù, er brezelioù, pe a-enep loened, pa vezer o chaseal.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skouerioù eus implij armoù eeun a gaver e-touez ar chimpanzeed, evit chaseal. Ar skouerioù koshañ eus armoù implijet gant tud zo goafoù prenn zo bet kavet en Alamagn, hag a sav da 400 000 a vloavezhioù. Armoù kentañ tud ar Ragistor a oa graet gant prenn ha mein. Diwezhatoc’h e voe graet armoù gant arem ha goude gant houarn.
Mare modern
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn ar Grennamzer e voe degaset ar poultr eus Sina da Europa ha kroget e voe da implij an danvez-tarzh-se evit an armoù-tan, evel ar fuzuilh. Tamm-ha-tamm e teuas an armoù-tan da vezañ efedusoc’h-efedusañ ha kemer a rejont lec’h an armoù dorn a veze implijet a-raok evel ar c’hlezeoù pe ar gwaregoù.
Donedigezh ar c'hanolioù hag ar mindrailherezioù war an tachennoù emgann a voe ur bazenn hollbouezus e domani ar brezel. Brezel Krimea (1853-1856) ha Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika (1860-1865) a voe ar c'hentañ brezelioù gwelet evel a-vremañ dre ma oa anat e oa an tu gant ar muiañ a nevezintioù a vefe trec'h. Ur skeudenn anat eus fin ar brezelioù mod-kozh a voe implij ar vindrailherez Gatling a-enep ar re Samourai e-pad Brezel ar Boshin (1869).
Ur wech ijinet ar c’hirri-nij e dibenn an XIXvet kantved, e voe graet gant armoù nevez, ar bombezennoù a veze taolet gant an nijerezed eus an oabl. E deroù an XXvet kantved ivez e voe kroget da implijout gazoù mougañ, e-pad ar Brezel-bed Kentañ, hag an tankoù. E dibenn an Eil Brezel-bed e voe implijet evit ar wech kentañ armoù nukleel.
Oadvezh nukleel ha goude
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Abaoe savidigezh ar strategiezh Mutually Assured Destruction (MAD), implij an arm nukleel n'eo ket mui gwelet evel unan posubl. An niver uhel a vombezennoù nukleel a zo ken uhel ma talvezfe fin an denelezh. E-pad ar Brezel Yen, kement ar Stadoù-Unanet Amerika hag an Unvaniezh soviedel a oa bet en ur redadeg d'an armoù nukleel. Pep bro hag e harperien a oa bet o vont gant un hent a lakafe pep bloc'had da vezañ an hini galloudusañ gant an armoù derc'hanel.
