Odovacer
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | talvoud ebet, Kingdom of Italy |
| Anv e yezh-vamm an den | Odoacer |
| Deiziad ganedigezh | 433 |
| Lec'h ganedigezh | Pannonia Prima |
| Deiziad ar marv | 15 Meu 493 |
| Lec'h ar marv | Ravenna |
| Tad | Edeko |
| Breur pe c'hoar | Onoulphus |
| Pried | Sunigilda |
| Bugel | Thela, frankish princess |
| Micher | penn brezel |
| Karg | Roll rouaned Italia |
| Relijion pe kredenn | Arianegezh |
| Perzhiad e | Deposition of Romulus Augustulus |
| Prantad | late antiquity |
Odovacer, pe Flavius Odovacer (433-493), a oa un ofiser eus an Impalaeriezh roman hag ur roue barbar en Italia (476-493).

E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Moarvat e oa ur Skir a orin, eus ur bobl kevredet gant an Huned. Kuitaat a reas Pannonia da vont da servij en arme roman. Dre ma kave dezho e veze graet bravoc'h d'ar varbared trec'het eget da soudarded an arme roman en em savas bagadoù a-enep Flavius Orestes, pennjeneral an arme roman hag e vab Romulus Augustulus, 12 vloaz, a oa bet lakaet da impalaer gant e dad. Odovacer a gemeras penn an emsavadeg, a gasas e armead a-enep ar jeneral Paulus, breur da Orestes, hag a ziskaras Romulus Augustulus en 476.

Petra bennak ma oa ar galloud etre e zaouarn e lavare bezañ patricius dindan an impalaer Zenon, impalaer Kergustentin, hag e meur a ziell latin eo meneget evel rex (roue). Kristen arian e oa met ne gemeras ket perzh en tabutoù relijiel.